Abousir

Abousir (Henegipteg br wsir; Kopteg: busiri, Ti pe templ Osiris; Gresianeg: Βούσιρις ; Arabeg: ابوصير) eo an anv roet d'ul lec'hienn arkeologel en Egipt – Ur vered-veur eus mare an henimpalaeriezh peurgetket, gant savadurioù bihan nevesoc'h – e trowardroioù kerbênn vodern Kaero. Mont a ra da envel ivez ar geriadenn zo eno, e traoñienn an Nil, en deus roet e anv d'al lec'hienn. Emañ Abousir un nebeud kilometradoù en norzh da Sakkara hag, evelti, e oa implijet evel unan eus ar beredoù pennañ evit renkadoù uhelañ kerbênn gozh Henegipt anvet Memfis. Un nebeud kêriadennù all e norzh ha su Egipt zo anvet Abousir pe Busiri. Kavout a reer seizh piramidenn en dachenn-se, a dalvezas da vered-veur bennañ ar faraoned e-pad ar pempvet tierniezh. Disteroc'h eo perzh mat piramidennoù Abousir evit hini piramidennoù ar pevare tierniezh. Diskouez a ra marteze un digresk e galloud ar faraoned pe un ekonomiezh gwanoc'h. Bihanoc'h int evit ar re a oa bet savet diagent, ha savet int bet gant maen-raz lec'hel, izel o c'halite. An teir firamidenn vrasañ eo re Niouserre (zo ivez an hini zo er stad wellañ), Neferirkare Kakai ha Sahoure. Kavout a reer ivez eno Piramidenn ziglok Neferefre. Holl ar piramidennoù brasañ en Abousir a oa savet e stumm piramidenoù bazennek. Soñjal a reer e oa savet an hini vrasañ anezhe, Piramidenn Neferirkare Kakai, e stumm ur biramidenn bazennek, dezhi 70 metrad uhelder, hag oa kempennet diwezhatoc'h e piramidenn "wirion" o leuniañ ar pazennoù gant pezhioù mañsonerezh.


Developed by StudentB