Amished | |
Bugale amish o vont d'ar skol (2006) | |
Poblañsouriezh | 300 000 (Old Order Amish, 2015) |
Diazezer | Jakob Ammann (c. 1656–1730) |
Lec'hiadurioù pennañ |
Stadoù-Unanet |
Relijion | Advadezouriezh |
Skritur santel | Ar Bibl |
Yezhoù | Alamaneg Pennsylvania Alamaneg Bern Alamaneg Elzas Uhelalemaneg amish Saozneg |
An Amished a zo ur strollad kumuniezhioù kristen advadezour hengounelour, liammet ouzh an ilizoù mennonat met distag diouto. Brudet eo an Amished evit o doare eeun da vevañ, o dilhad diglink ha o diegi d'ober gant kalz eus teknologiezhioù ar bed a-vremañ.
Istor an Iliz amish a grogas e Suis gant ur skism en ur strollad advadezourien elzasat ha suis renet gant Jakob Ammann e 1693. Amish e voe lesanvet heulierien Ammann.
E penn-kentañ an XVIIIvet kantved e tivroas kalz Amished mennoat trema Pennsylvania evit meur a abeg.
Ar re hengounelourañ eus o diskennidi a gomz bepred Pennsylvania Dutch, "alamaneg Pennsylvania", petra bennak ma vez komzet ivez ur stumm alamaneg a Vro-Suis gant izili eus an Old Order Amish Mennonite Church (OOAMC) en Adams County en Indiana[1].
E 2012 e oa ouzhpenn 180 000 ezel gour eus an OOAMC dasparzhet e 22 Stad eus Stadoù-Unanet (45 000 en Ohio hepken), ha 1 500 e mervent Ontario e Kanada[2]. E 2008, ur studiadenn a zamvenege e oa kresket o niver da 227 000[3], hag unan all e 2010 a zamvenege e oa kresket eus 10% e-kerzh an daou vloavezh evit tizhout 249 000, gant staliadurioù muioc'h-mui war-du ar c'hornôg[4].
P'emañ ar feur-genel re izel evit mirout stabil niver an dud e-touez an Amerikaned dre vras abaoe ar bloavezhioù 1970, e kendalc'h an darn vrasañ eus an Amished da c'henel 6–7 bugel dre familh a-drugarez da wellaennoù e-keñver yec'hed ar mammoù hag ar vugale nevez c'hanet en XXvet kantved. Etre 1992 ha 2013 e kreskas niver an Amished eus 120%[5], pa greske niver an annezidi er Stadoù-Unanet eus 23% hepken.
Dre ar vadeziant e teuer da vezañ ezel eus an Iliz amish, d'un oad etre 16 vloaz ha 25 bloaz peurliesañ. Un dra ret eo evit gellout dimeziñ en Iliz amish. Ur wech badezet n'hell den dimeziñ en diavaez. E pep kumuniezh e kaver etre 20 ha 40 tiegezh, dalc'het e vez ul lid bep Sul e ti un ezel. Renet eo ar gumuniezh gant un eskob, skoazellet gant ministred ha diagoned. Dleout a ra pep ezel sentiñ ouzh reolennoù an Iliz, an Ordnung, a bled gant tost pep degouezh eus ar vuhez pemdez, a verz implij an tredan, ar pellgomz hag ar c'hirri-tan peurgetket, hag a reoilh an doareoù d'en em wiskañ.
An darn vrasañ eus an Amished ne brenont kretadur ebet, ha n'int ket gwarezet gant Surentez Sokial ar Stadoù-Unanet. Evel an Advadezourien ne respontont ket d'an tagadennoù ha ne reont servij soudard ebet.
Priziañ a ra an Amished ar vuhez war ar maez, al labour dorn hag an uvelded, o ren o buhez hervez ar pezh a soñjont bezañ komzoù Doue.
Eskumunuget e vez an izili na reont ket ar pezh a c'houlenn ar gumuniezh diganto ha na vezont ket kendrec'het da geuziñ. Ouzhpenn bezañ eskumunuget e c'hell bezañ goulennet digant holl izili ar gumuniezh nac'hañ kaout darempred ebet ganto (shunning e saozneg, meidung en alamaneg)[6] evit ober mezh dezho hag o broudañ da zistreiñ d'an Iliz. Tost da 90% eus ar grennarded amish a c'houlenn bezañ badezet ha degemeret en Iliz.[6] E-kerzh ar c'hrennoad (rumspringa "kantren"), e lod kumuniezhioù e vez asantet da emzalc'hioù o dije laket un oadour badezet da vezañ kastizet. Klask a ra ar strolladoù amish chom hep meskañ betek re gant ar bed nann-amish, da lavaret eo ar gevredigezh amerikan pe ganadian. Pouez bras a roont d'al liammoù iliz ha familh peurliesañ. O skolioù dezho o deus, ha paouez a reont gant ar skoliata "klasel" goude an eizhvet live, da 13 pe 14 vloaz.[6] Adalek an oad a 16 vloaz e pak ar re yaouank ur varregezh gant harp o zud, ar gumuniezh hag ar mestr-skol.