Argo (Αργώ / Argố e gregach) e oa anv al lestr mojennel ma'z eas warnañ an haroz Iason hag an Argonaoted (ar Voraerien) adal kêr Iolkos e Henc'hres da gerc'hat ar Maoutken aour war ribl ar Mor Du.
Diwar-benn ar vojenn-se n'eus ket gwelloc'h skrid eget hini Apollonios Rodez, an Argonautiká.
Savet e voe Argo, hervez ar mojennoù, pe gant an argaonaot Argos, mab da Arestor, pe gant Argos, mab da Friksos, a roas e anv d'al lestr. Gallout a rae al lestr Argo komz ha diskuliañ an amzer da zont, rak graet e oa e prenn derv Dodona anavezet evit diouganiñ dre hiboud o brankoù.
Gwarezet e oa al lestr hag ar voraerien gant an doueez Hera, a oa he skeudenn ouzh staon al lestr.