Blitz

Distrujoù Londrez

Blitz, deuet eus ar ger alamanek Blitzkrieg (Brezel luc'hed), a oa an anv implijet gant kelaouennoù Bro-Saoz evit diskrivañ ar bombezadegoù ramzel a oa bet war ar vro etre 1940 ha 1941, e-pad an Eil Brezel-bed.

Al Luftwaffe, aerlu an Trede Reich, a gemere evel palioù d'ar bombezadegoù ar greanterezh hag ar c'hêrioù bras. Kroget e oa gant bombezadeg Londrez e-pad lodenn ziwezhañ an emgann nij evit bezañ mestr war an oabl a-us d'ar Rouantelezh-Unanet a vez graet Emgann Bro-Saoz hiziv-an-deiz.

E miz Gwengolo 1940 — daou viz goude penn-kentañ emgann Bro-Saoz — keloù fall ar spiañ alamn a embanne e oa tost da vezañ rishet ar Royal Air Force (RAF) gant al Luftwaffe. Ar skouadrennoù kirri-nij alaman (Luftflotten) a voe roet dezho evel pal kêr Londreez a-benn neuze. Ar RAF Fighter Command a n'em gave o talañ ouzh un emgann peurzistrujañ. Adolf Hitler ha penn al Luftwaffe ar Reichsmarschall Hermann Göring, a embanne d'ar 6 a viz Gwengolo 1940 ar c'hemm kadoniezhel-se gant lorc'hentez.

Adalek ar 7 a viz Gwengolo 1940, ur bloaz goude penn-kentañ an Eil Brezel-bed, Londrez a voe bombezet bewech gant al Luftwaffe 56 war 57 devezh pe nozvezh goude embann penn-kentañ ar c'hampagn bombeziñ. D'ar 15 a viz Gwengolo 1940, e voe ur vombezadeg deiz war Londrez a voe talet gant kolloù bras evit an alamanted. Dre-se al Luftwaffe a oa kroget gant kemmañ e doareoù da dagañ ha goustadik e voe echuet gant ar vombezadegoù deiz evit bombezadegoù noz evit tremen e-biou an difennerezh gant ar RAF. Ar Blitz a oa deuet da vezañ bombezadegoù noz nemetken adalek Here 1940, dre ma oa deuet da vezañ anat e oa c'hwitet sklaer gant al Luftwaffe da dizhout palioù bihanañ a oa ret evit kregiñ gant an Oberiadur-brezel Seelöwe (un dilestradeg alaman e Bro-Saoz)

Un uzin peurzistrujet e Birmingham, bloavezh 1940

Ar porzhioù bras hag ar c'hreizennoù greantel er-maez eus Londrez a oa taget ivez. Porzh pennañ ar mor Atlantel Liverpool a voe bombezet garv. Porzh Mor an Norzh Hull, a oa deuet da vezañ ul lec'h bombeziñ ramzel dre ma oa an eil pal roet d'an nijerezhioù brezel alaman pa ne gavent ket o pal pennañ. Komzet e oa bet a-benn neuze eus un Hull Blitz. Porzhioù all a voe bombezet evel re Bristol, Cardiff, Portsmouth, Plymouth, Southampton ha Swansea. Ouzhpenn da-se e oa bombezet kêrioù bras ar greanterezh saoz evel kêrioù Birmingham, Belfast, Coventry, Glasgow, Manchester ha Sheffield. Ouzhpenn ur milion ti e Londrez a voe distrujet da vat hag ouzhpenn 40 000 trevour a voe lazhet, tost an hanter anezho e Londrez nemetken.

E miz Mae 1941, ar riskl da welet un aloubadeg eus Bro-Saoz a aet da get, selloù Hitler a oa troet war-zu an URSS gant an Oberiadur-brezel Barbarossa. Ar vombezadegoù ne oant ket deuet a-benn da reiñ lamm da kalon ar Saozon ha da vountañ warno evit goulenn un arsav-brezel. Ne oa ket deuet a-benn kenebeut ar c'hampagn Blitz da derriñ ar greanterezh nag an nerzh milourel er vro.

Kirri nij bombezer alaman Dornier Do 17 a-us d'ar stêr Thames e 1940

An eizh miz bombezadegoù ne oant ket deuet a-benn da lakaat e dañjer produerezh Bro-Saoz nag an nerzh greanterezh milourel. Deuet e oa a-benn ar borduerezh brezel da vont war-gresk memes. Ar pal efedusañ a oa bet tizhet gant an nijlu alaman a oa da rediañ greanterezh brezel Bro-Saoz da lakaat a duio disheñvel al lodennoù produiñ. Ar studiadennoù milourel saoz a lak war-wel e oa ezhomm etre 10 ha 15 devezh d'ar c'hêrioù bombezet evit bezañ naetaet gant nemedennoù evel Birmingham a voe ezhomm tri miz evit e adsevel.

Meur a abeg a voe d'ar c'hwitadenn alaman. An hini pennañ a oa bet gant pennoù bras al Luftwaffe (Oberkommando der Luftwaffe, OKL) no devoa ket bet krouet ur strategiezh sklaer evit rishañ produerezh brezel Bro-Saoz. Strivoù an nijlu alaman a oa bet implijet war an holl lec'hioù produiñ e-plas distrujañ da vat lod anezho. Ar spiañ alaman a oa fall war an industrielezh hag an ekonomiezh saoz brezel ha trevour.

Londrez o teviñ goude ur vombezadeg alaman

Developed by StudentB