Charlottetown (distaget [ˈʃɑːrləttaʊn] e saozneg) zo ur gêr eus Kanada ha kêr-benn proviñs Enez ar Priñs Edward.
Hervez niveradeg 2006 e oa 32 174 a dud o chom enni, tra ma oa 58 625 a annezidi en tolpad-kêrioù, tost d'an hanter eus poblañs ar broviñs.
Savet e voe kêr Charlottetown en XVIIIvet kantved hag anvet e voe evel-se en enor d'ar rouanez Charlotte, pried George III, roue ar Rouantelezh Unanet.