Coffeeshop a reer eus stalioù a gaver en Izelvroioù ma c'haller prenañ ha butuniñ kanab enno. Kement-se a vez graet dindan reolennoù strizh. Aotreet eo ar seurt stalioù en Izelvroioù abaoe 1976. An aotre a voe roet goude ma voe embannet an danevell Baan (1972). Abaoe m'eo bet embannet lezenn « Damokles » (miz Ebrel 1999) e c'hall ar vaered lakaat serriñ ar c'hoffeeshopoù en abeg d'an noazadur pe ma'z a a-enep d'al lezenn diwar-benn an opiom. An Izelvroioù a zo unan eus ar broioù nemeto er bed ma vez asantet (hep ma vefe diouzh lezenn) ar gwerzhañ hag an implij kanab. Lod brasañ ar pratikoù a zeu eus ar broioù tro-war-dro : Frañs, Belgia, Alamagn. Touristelezh ar c'hanab a reer eus an dra-se. Setu perak e klemm alies gouarnamantoù ar broioù-se, hag e c'houlennont ma vo strishoc'h ar reolennoù evit a sell ar gwerzhañ kanab da douristed. Abaoe 2005 e seblant politikerezh an Izelvroioù bezañ bet kemmet un tammig : nebeutoc'h a aotreoù digeriñ coffeeshopoù a vez roet, evit ma ne greskfe ket an niver a stalioù a'r seurt-se.
En ur c'hoffeeshop e c'haller kavout betek 20 seurt kanab disheñvel : geot sec'h pe rousin. War-dro an tri c'hard eus ar pezh a vez gwerzhet a vefe produet en Izelvroioù[1].