Corwen zo ur gêr hag ur gumuniezh eus biz Kembre, e kontelezh Sir Ddinbych. 2 325 a annezidi a oa e 2011. Emañ war lez ar stêr Dyfrdwy, e-harz ar menezioù Berwyn. Emañ er c'hornôg da Llangollen hag er c'hreisteiz da Rhuthun, hanter-hent etre Y Bala ha Llangollen
Liammet eo istor Corwen ouzh Owain Glyndŵr, ar priñs genidik eus ar c'hornad a savas ouzh ar Saozon er XIVvet kantved hag a embannas e oa "priñs Kembre"[1].