Craiova

Kreiz kêr Craiova

Craiova (distaget [kraˈjova] e roumaneg) zo ur gêr vras eus Roumania, ar c'hwec'hvet kêr vrasañ er vro. Kêr-benn distrig Dolj eo. E mervent ar vro emañ, hanter-hent etre su ar C'hapartoù hag an Danav, war lez ar stêr Jiu. Kreizenn bolitikel ha kenwerzhel mervent Roumania eo deuet da vezañ a-hed an istor, daoust da bep tra : distrujet e oa bet gant ur c'hren-douar e 1790, lazhet e oa bet e-leizh a dud gant ar vosenn e 1795 ha losket e oa bet kêr gant an Durked e 1802.

E 2011 e oa 269 506 a dud o chom e Craiova.


Developed by StudentB