E gwengelouriezh Hellaz, an dud-varc'h[1], Κένταυροι kentauroi en henc'hresianeg, a oa hanter tud, hanter kezeg.
El livadennoù kozh a weler war listri savet e bro Aten pe e Beotia, e vezent deskrivet gant talier ur marc'h stag ouzh korf un den. Diwezhatoc'h avat e vezent taolennet gant penn ha brusk un den staget adalek an dargreiz ouzh an draen-marc'h, el lec'h ma tlefe gouzoug al loen-kezeg bezañ.
Peurliesañ e lavared e oant bugale da Iksion, o zad, ha da Nefele, o mamm. Hervez mojennoù all e oant bugale da Gentauros hag a oa en em baret gant kezekenned eus Magnesia. Mab e oa Kentauros da Iksion ha Nefele (ar pezh a lakae ur rummad ouzhpenn) pe da Apollon ha Stilbe, merc'h an doue stêr Peneios. Er stummoù diwezhat eus ar vojenn e oa breur gevell Lapitus, hendad al Lapited, ar pezh a rae kendirvi eus an div bobl.
A-hervez e oant o chom e Magnesia hag e Menez Pelion e Thessalia, e koad derv Foloi en Elis, hag e ledenez ar c'hab Malea e su Lakonia.
Anv a veze graet eus an dud-varc'h c'hoazh e stummoù lennegel ar vitologiezh roman. Stlejet eo karr Kustentin Veur hag e diegezh gant daou zen-marc'h e kameenn vras Kustantin (war-dro 314-16)[2].