Er yezhoniezh e vez implijet an termen diairezenn (diwar an henc'hresianeg: διαιρεῖν, "rannañ"; saoz: diaeresis pe dieresis) evit komz eus rannadur div vogalenn stok-ha stok, evit o distagañ, pep hini anezhe, evel ur vogalenn leun, kentoc'h eget evel un diftongenn, da skouer:
.
E brezhoneg hag e meur a yezh all e vez implijet ar sin diakritek anvet daouboent evit merkañ an diairezenn dre skrid.