Diktatour

Napoleone Buonaparte sakret da impalaer e 1804.

Un diktatour zo un den e penn ur Stad, o ren anezhi en e unan pe hogozik, en ur mod aotrouniek. Torgammet e vez gwirioù mab-den gantañ. An diktatouriezh a vez graet eus seurt renad politikel.

Ar ger dictator - « an hini hag a gomz » hervez ar gerdarzh - a veze implijet e Henroma pa veze ur reizhaouriezh dreist-ordinal, ma veze roet ar galloud a-bezh d'un den e-unan e-pad ur prantad.

Evit ar renerien-bro eus ar maread a-vremañ (adalek marevezh ar gouloù betek bremañ) e vez implijet ar ger-se evit ober anv eus ar pezh vefe bet un tirant gwechall e-pad amzer ar roueed hag an impalaerien (Loeiz XIV a Vro-C'hall da skouer).

Dre vras e vez lavaret eo rener ur vro un diktatour pa vez gantañ ar galloud a-bezh, implijet en ur mod aotrouniek-tre. Kalz diktatourien a gemer penn o bro goude ur poutch (en Amerika Latin da skouer) pe goude ur brezel diabarzh (Francisco Franco e Bro-Spagn da skouer). Lod all memestra a zo bet dilennet en-demokratel, hag en em lakaet diktatourien goude (Adolf Hitler da skouer).

E-penn rejimoù hollveliour an XXvet kantved (Alamagn nazi, URSS...) zo bet diktatourien a-leizh.


Developed by StudentB