Eisenach

Kreiz kêr Eisenach

Eisenach zo ur gêr eus Alamagn, e stad Thüringen. E 2013 e oa 41 567 a dud o chom enni. Emañ Eisenach er c'hornôg da Erfurt, er gevred da g-Kassel hag er biz da Frankfurt am Main. Kêr vrasañ kornôg Thüringen eo, ha tost eo da harzoù Hessen, ar pezh a dalvez e oa tost d'an harzoù etre Alamagn ar C'hornôg hag Alamagn ar Reter gwechall. Emañ war lez ar stêr Hörsel.

En XIIvet ha XIIIvet kantved e oa kêr-benn Thüringen. Er XVIvet kantved e voe Martin Luther o kavout bod enni, hag e Kastell Wartburg, a-us kêr, e troas an Testamant Nevez diwar an henc'hresianeg en alamaneg. Bremañ e teu gweladennerien a-leizh da welet ar c'hastell-se, a zo bet lakaet war roll lec'hiennoù glad ar bed gant UNESCO, abaoe 1999.

Ganet e voe Johann Sebastian Bach en Eisenach, e 1685. Unan eus lec'hioù annez uhelidi an Tiegezh Wettin e voe Eisenach hag abalamour da se e voe kalz arzourien, skrivagnerien, sonerien, o tremen amzer eno, evel Johann Wolfgang von Goethe da skouer. E 1869 e voe savet eno, gant August Bebel ha Wilhelm Liebknecht, ar gostezenn bolitikel Sozialdemokratische Arbeiterpartei (SDAP) hag a zo aet d'ober ar Sozialdemokratische Partei Deutschlands diwezhatoc'h.


Developed by StudentB