Eryri (saozneg: Snowdonia) eo an anv a reer e kembraeg eus bro ar menezioù uhelañ en hanternoz Kembre, en-dro d'ar Ouezva, ur vro gaer a'r c'haerañ. A-gozh e reer an anv eus menezieg Arfon, gant ar Ouezva (pe Wyddfa hervez ar c'hembraeg) evel lec'h kreiz, hag enni Glyderau, Carneddau, Crib Nantlle, Moel Hebog a Moel Siabod.
Abaoe eo bet savet Parc Cenedlaethol Eryri (Park Broadel Eryri), hag ennañ kornadoù e-maez Eryri gozh, efel Meirionnydd. A-gozh e oa bevennet Eryri er c'huzh-heol hag er c'hreisteiz gant an hent eus Caernarfon da Vaentwrog (dre Borthmadog), ha Betws y Coed er gevred ha Stêr Conwy er reter.