Exeter (distaget (en) /ˈɛksɨtər/) zo ur gêr e Devon, e Bro-Saoz, war lez ar stêr Exe. Pennlec'h kontelezh Devon. Karesk eo hec'h anv kerneveurek, ha Caerwysg hec'h anv kembraeg; bet brezhonekaet a-wechoù e Keresk pe Kerwesk[1]). War-dro 122 400 annezad a oa o vevañ enni e 2007. Hêrez eo da Isca Dumnoniorum, kêr-benn keoded Dumnonii, hag abaoe 1050 ez eo ivez sez un eskopti.