Ar falanks[1],[2] (φάλαγξ /phálanx e gregach), pe falañs[3],[4],[5] ha falans[6] c'hoazh a oa un aozadur armet, krouet en Henc'hres, evit ober brezel. Komz a reer eus falanks klasel, hini an hoplited, adalek ar VIIvet kantved kent JK, ha falanks Makedonia dreist-holl adalek ar IVvet kantved kent JK, hag a voe benveg aloubadegoù Alesant Veur. Koulskoude, adalek kreiz an IIvet kantved e voe trec'het gant al lejion roman, dre ma oa gwevnoc'h ha hefiñv.