Ar fiez, pe figez, zo frouezh plant eus kerentiad ar Moraceae, anvet Ficus carica.
E broioù ar Reter-Nesañ e kreske ar gwez bihan-se gwechall, a-raok ma voent gounezet gant an dud, meur a vilved zo, ha ma voent ledet dre ar bed a-bezh. Bremañ e vezont gounezet e meur a vro. Turkia eo ar vro ma eoster ar muiañ a fiez (274500 a donennoù, ha 27% eus an eostadoù er bed a-bezh) ; e broioù Norzhafrika (Ejipt, Maroko, Aljeria) e vez eostet kalz anezho ivez. Glas-ruz e vezont pa vezont darev ha mat da zebriñ. Debret e vezont ent-sec'h ivez.
Dont a ra anv brezhonek ar frouezh-se eus ar galleg, ma voe amprestet da vare ar c'hrennvrezhoneg[1] hag ar ger gallek e-unan a voe amprestet digant an okitaneg, figa, deuet eus ar ger latin ficus[2].