Finvezhoniezh

Ar finvezhoniezh (eus finvezh), pe eskatologiezh (eus an henc'hresianeg ἔσχατος / eschatos, « diwezhañ », ha λόγος / lógos, « komz », « studi ») eo studi diwezh ar bed pe diwezh an amzerioù. Stag eo ouzh an doueoniezh hag ar brederouriezh, ha tennañ a ra da blanedenn Mab-Den pe « diwezh ar bed ». E kalz relijionoù eo gwelet an diwezh-se evel un darvoud da zont diouganet gant ar brofeded e skridoù sakr.


Developed by StudentB