Friadur

Er yezhoniezh e vez implijet an termen friadur (saoz.: nasalisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma vez leusket lod eus an aer o tont eus ar skevent da vont kuit dre ar fri dre izelaat an drekstaon (pe velum), da lâret eo dre e evel ma vije kendistaget ur sonenn vogalennek pe kensonennel en ur distagañ ar sonenn [n] war un dro.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel, e vez implijet e vez an dildenn skrivet a-us d'un arouezenn all evit diskwel e vez friet ur sonenn bennak, da skouer[ã] ha [ṽ]. Gwezhall e veze implijet ur sin diaktritek anvet "ogonek" skrivet dindan un atrouezenn all, da skouer [ą], hag implijet e vez hiziv c'hoazh pa vez implijet sinoù all skrivet a-us d'an arouezenn bennañ, da skouer evit merkañ tonennoù, d.s. [ą̂] e lec'h [ã̂] dre m'eo aesoc'h da lenn.


Developed by StudentB