Graet e vez 'geisha' (芸者) e bro Japan eus ur vaouez a zoareoù a vez gwerzhet ker pe geroc’h he servijoù d’he fratikoù. Gouestlet eo he buhez ganti da arzoù-kaer ha hengounel bro Japan. Gallout a reer treiñ ar ger « geisha » e brezhoneg gant « maouez an arzoù » pe « mailhez war vicher an arzoù ». Niverus e oa ar geisha-ed en XVIIIvet ha XIXvet kantved. Chom a ra anezho c’hoazh hiziv an deiz daoust d’an hengoun da vont war gil.
E rannyezh Kyōto, e vez lavaret geiko (芸妓) e-lec’h geisha ha maiko (舞妓) evit an deskardezed (a vez graet anezho ivez hangyoku pe oshakusan e lec’hioù all).