Ginivelezh (eus ar verb genel) a zo ur ger hag a vez implijet dreist-holl da ober anv eus gouel Nedeleg el liderezh kristen.
Setu amañ petra a zisklêr ar pennlider e penn-kentañ noz-veilh ar Pellgent, da ginnig ar Gouel a-bouez-se d'ar Gristenion, an eil goude hini Pask:
- «Kantvedoù hir goude krouidigezh ar bed, pa grouas Doue, er penn-kentañ, an neñv hag an douar,
- Pell amzer goude al Liñvadenn-veur,
- Ouzhpenn daou vil bloaz goude ganedigezh Abraham,
- Hogos pemzek kant vloaz goude Moizez,
- hag ermaeziadeg Pobl Israel eus Bro an Ejipt,
- War-dro mil bloaz goude tronedigezh ar roue David,
- Er pemzekvet bloavezh ha tri-ugent diougan Daniel,
- Er pevarzekvet olimpiadenn ha nav-ugent hag er seizh kant eizhvet bloavezh hag hanter-kant eus savedigezh Roma,
- Er bloaz daou ha daou-ugent an impalaer Octavius Augustus,
- E-doug c'hwec'hvet oadvezh ar bed douarel,
- Ar bed holl o vezañ e peoc'h,
- Jezuz Krist,
- Doue peurbad ha Mab an Tad peurbad,
- mennet da santelaat ar bed dre e Zonedigezh trugarezus,
- goude bezañ bet engehentet dre ar Spered Santel,
- a zo bet ganet e Betlehem Bro-Youda
- eus ar Werc'hez Vari
- doue graet den.
- Setu ginivelezh hon Aotrou Jezuz Krist hervez ar c'hig.»
Merkañ a ra eta ar C'hinivelezh darvoud meur an Enkorfidigezh evit ar Gristenion.