Haousaeg (هَوُسَ Hausa) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Nigeria, Benin, Burkina Faso, Togo, Kameroun, Ghana, Niger, Soudan |
Rannved : | Afrika ar c'hornôg |
Komzet gant : | 24 200 000 mammyezher; 38 800 000 en holl |
Renkadur : | 41 |
Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Nigeria (Stadoù kevredet an norzh) |
Akademiezh : | hini ebet |
{{{livfamilh|Diouer}}}}}; font-size:120%; color:{{{livlizherennou}}};"|Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù : | SVO |
Frammadur silabek : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ha |
ISO 639-2 | hau |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | HAU |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh tchadek eus isskourr yezhoù tchadek ar c'hornôg A.1 eo an haousaeg (هَوُسَ hausa, abakwariga, mgbakpa, habe pe kado). Ar yezh tchadek ar muiañ-komzet an hini eo. Komzet e vez gant tro-dro da 24.200.000 den evel yezh kentañ ha gant 14.600.000 den all evel eil yezh, e Nigeria dreist-holl (18.25.000 den e 1991) hag ivez e Benin, Burkina Faso (500 den e 1991), Kameroun (23.500 den e 1982), Republik Kreiz Afrika, Tchad, Kongo, Eritrea, Ghana, Niger (5.000.000 den e 1998, pe 55% eus ar boblañs evel yezh kentañ), Soudan (418.000 den e 1993), Togo (9.600 den e 1991)[1]. An Haousaeg zo unan eus yezhoù Afrika zo komzet ar muiañ goude an Arabeg, ar galleg, ar saozneg hag ar Swahilieg.