Hatieg | |
---|---|
Henyezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Anatolia |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezh digenvez
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | XHT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An hatieg zo ur yezh hag a oa komzet en Anatolia etre an trede hag an eil milved kent Jezuz-Krist gant an Hatied. He zachennad en em astenne eus Hattusa betek Nerik.
Erlec'hiet e voe gant yezh an Nesaned, an hititeg, goude aloubadeg ar rannvro gant ar re-se. Mirout a reas ar vro hec'h anv hatiek avat, ha gant ar yezh kozh e kendalc'hjod d'ober evit lidoù relijiel.
N'anavezer an hatieg nemet dre un dornad testennoù relijiel (CTH 725-745) bet skrivet pa oa marv pe zamvarv ar yezh dija. Tabletennoù e hatieg a zo bet kavet e Sapinuwa met n'int ket bet embannet c'hoazh.
Gallout a rafe an hatieg bezañ liammet ouzh yezhoù kaokazek ar gwalarn, daoust ma n'eus prouenn ebet eus an dra-se evit c'hoazh ; an darn vrasañ eus ar glaskourien a gred ez eo ur yezh digenvez.