Heniwerzhoneg, henouezeleg (goídelc) | |
---|---|
Henyezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Iwerzhon, Bro-Skos, Manav |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | |
Familh-yezh : | Indezeuropeg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | sga |
ISO 639-3 | sga |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An heniwerzhoneg, anvet ivez henouezeleg[1][2][3] (en heniwerzhoneg : goídelc ; Ogham: ᚌᚑᚔᚇᚓᚂᚉ ; en iwerzhoneg a vremañ : Sean-Ghaeilge, ; gouezeleg Bro-Skos : Seann-Ghàidhlig ; Manaveg : Shenn Yernish pe Shenn Ghaelg) eo ar stumm koshañ eus an iwerzhoneg a c'haller adsevel hiziv en un doare feal pe fealoc'h diwar ar mammennoù a c'haller da gaout. Implijet e oa etre ar IVe kantved hag an Xvet kantved. War-dro 900 e oa tremenet ar yezh d'ar c'hrenniwerzhoneg dija. Lod eus an testennoù en heniwerzhoneg zo bet skrivet en Xvet kantved, Daoust ma'z int moarvat eilennoù eus testennoù savet abretoc'h ha dianav dimp.
Kavout a reer roudoù kentañ an heniwerzhoneg e spisc'herioù skrivet e marz dornskridoù latin eus ar IVe kantved kantved. Kavet ez eus bet ivez un nebeud roudoù, anvioù tud dreist-holl, skrivet e stumm kozh ar yezh-se (anvet heniwerzhoneg kentidik) war monumantoù maen. Skrivet eo an enskrivadurioù-se gant an ogham, ul lizherenneg keltiek hag a veze implijet en Iwerzhon hag e kornôg Breizh-Veur er IVe kantved.
Daoust d'an iwerzhoneg da vezañ diaraoger ar yezhoù a vremañ evel an iwerzhoneg, ar gouezeleg hag ar Manaveg ez eo disheñvel dioute koulskoude. N'eo ket ken kemplezh ar yezhoù-mañ war an dachenn morfologek ha fonologek.
Levezonet e vez c'hoazh ar studiadennoù hiziv an deiz gant labourioù un dornad skiantourien, en o zouez Rudolf Thurneysen (1857-1940) hag Osborn Bergin (1873-1950). Hiziv c'hoazh e seller ouzh o oberennoù evel labourioù-dave evit an holl zo intereset gant an heniwerzhoneg.