An hititeg pe nesaneg (nešili pe nešumnili er yezh-se hec'h-unan) zo ur yezh aet da get hag a veze komzet gant an Hitited, ur bobl a savas un impalaeriezh vras en-dro da Hattusa (Boğazkale hiziv) e kreiz Anatolia (Turkia hiziv). Komzet e veze ar yezh eus war-dro 1800 kent J.-K. (hag a-raok moarvat) betek 1100 kent J.-K.. Un nebeud testenioù a ziskouez e oa chomet bev an hititeg ha yezhoù kar en Anatolia hag e norzh Siria e-pad un nebeud kantvedoù betek 700 kent J.-K. da-heul diwezh an impalaeriezh hitit hag ar re ziwezhañ eus an testennoù hititek en hor c'herz.