Kelmis (alamaneg) La Calamine (galleg) | |
---|---|
Skoed-Ardamez | |
Banniel | |
Lec’hiadur Kelmis en Arondisamant Verviers hag e Proviñs Liège | |
Riez | Belgia |
Rannvro | Wallonia |
Kumuniezh | Kumuniezh alamanek |
Proviñs | Liège |
Arondisamant | Verviers |
Kumunioù-Kod post | 4720 4721 4728 |
Kumunioù strollet | Kelmis Neu-Moresnet Hergenrath |
Kod pellgomz | 087 |
Maer | Mathieu Grosch (CSP-cdH) |
Gorread | 18.12 km² |
Hed | 06° 00' 51" Reter |
Led | 56° 42' 51" Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs hep kontoù doubl -Takad kêrel a-bezh |
10 396 (01.01.2006) ... |
Stankter | 674 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | (de) Lec'hienn Kumun Kelmis |
Kelmis (La Calamine e galleg) a zo ur gumun e Kumuniezh alamanek Belgia, e reter ar vro, e Proviñs Liège, 5 km eus Aachen, en Alamagn. Bez' ez eo unan eus 9 c'humun alamanek rannvro Wallonia.
Ur gumun alamanek gant aezamantoù yezhel e galleg eo.
D'ar 1añ a viz Genver 2004 e oa 10 144 a dud o chom enni (4 950 paotr, 5 194 plac'h). 18,12 km² eo he gorread, da neuze e oa ur feur-tudañ a 559,77 annezad dre km².
An douaroù en-dro d'ar "Vieille Montagne" (ur vaengleuz zink), hag anvet Neutral-Moresnet ("Moresnet neutre"), a oa damzizalc'h etre 1816 ha 1919.
Strollet e oa bet e kumun nevez Kelmis teir c'humun gozh: Kelmis, Neu-Moresnet hag Hergenrath.