Ar C'hentistor zo un amzervezh etre ar Ragistor hag an Istor, etre donedigezh an Den ha hini ar c'hentañ skridoù.
Ar C'hentistor eo an amzervezh a glot gant amzervezh ar metaloù (oadvezh an Arem, Oadvezh an Houarn...) pa ne oa ket skritur d'ar pobloù, goude ma vefe anv anezho e skridoù zo gant pobloù all. Ur skouer eo ar C'halianed a-raok aloubadeg ar Romaned, pa oa bet anv anezho e skridoù gresianek ha latin.