Kevandir | Azia, Europa |
---|---|
Stad | Republik Kiprenez, Republik Turk Kiprenez an Norzh, Rouantelezh-Unanet |
Lec'h | Mor Kreizdouar |
War ribl | Mor Kreizdouar |
Lec'hiadur | Europa |
Daveennoù douaroniel | 35°0′0″N 33°0′0″E |
Poent uhelañ | Mount Olympus |
Contains | United Nations Buffer Zone in Cyprus |
Deskrivet dre | A trigonometrical survey of the island of Cyprus, Memorial of Nikos Kritikos, Zefyri |
Istor | history of Cyprus |
Kiprenez (gresianeg Κύπρος ; turkeg Kıbrıs) a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar, 75 km er-maez da aod su Turkia. He gorread a zo 9 251 km². Mar seller hepken ouzh an douaroniezh emañ Kiprenez en Azia, met degemeret eo ar vro evel ur vro eus Europa evit abegoù istorel, sevenadurel ha politikel.
E 1571 e voe staget an enez ouzh an impalaeriezh Otoman hag e chomas turk betek 1878, pa voe lakaet dindan dalc'h Breizh-Veur. Adalek 1931 e savas Kiprianed a-enep Breizh-Veur ha goulenn an Enosis, da lâret eo ar stagañ ouzh Gres. E 1960 e voe disklêriet ar Republik, gant an arc'heskob Makarios en he fenn. Met e 1964 e voe ret d'an ABU kas un nerzh e karg a zerc'hel ar peoc'h abalamour d'an dizemglev etre Gresianed (war-dro 82% eus poblañs an enez) ha Turked (18%). E miz Gouere 1974 e voe distroadet prezidant Kiprenez en un taol-Stad aozet gant renad koronaled Bro-C'hres, soñj gante kas an Enosis da benn. Un nebeud devezhioù goude ec'h aloubas Turkia norzh an enez ha derc'hel 36% eus gorread Kiprenez. Kalz a dud a voe rediet neuze da zilojañ, ar C'hresianed o vont da lodenn su an enez hag an Durked d'al lodenn norzh. E 1983 e tisklêrias al lodenn norzh he dizalc'hiezh (gant an anv Republik Turk Kiprenez an Norzh) met ne voe anzavet nemet gant Turkia.
Hervez ar gwir etrebroadel emañ an enezenn e dalc'h Republik Kiprenez, met e gwirionez n'eus nemet al lodenn su hag a zo e dalc'h ar republik-se. Ouzhpenn d'an div lodenn norzh ha su ez eus daou dakad soudardel dalc'het gant Breizh-Veur.