Ar c'hlafouti (clafotís en okitaneg, distaget [klafuˈtis] pe [kʎafuˈtiː] ; clafoutis e galleg, distaget [klafuti]) zo ur wastell eus Bro-Lemojez graet gant kerez hag un toaz heñvel ouzh flanez. Milard a vez graet anezhañ en Aovergn.
Klouar e vez servijet. Lezet e vez eskern ar c'herez evit derc'hel o blaz hag evit ma chomfe ar chug er c'herezennoù. Estreget ar c'herez ez eus ezhomm eus bleud, sukr, laezh ha vioù, a-wechoù amann pe dienn. Frouezh all a c'hall bezañ lakaet : tammoù aval, prun, prunaoz, per, lus, mouar, abrikez. Anvet eo ar flaunharda neuze, ur wastell eus Bro-Lemojez, Aovergn ha Perigòrd.
Heñvel eo ouzh ar farz forn dre brunaoz.