Ur yezh mandeek eo ar c'hpelleeg (kpelle) pe Kpɛlɛwoo. Komzet e vez ar c'hpelleeg gant ar Gpelleed gant etre 800 000[1] hag 1 milion a dud, an hanter anezho e Ginea er rannvro Ginea ar c'hoadoù dreist-holl tro-dro da N'zérékoré, hag an hanter all e Liberia eus tu-all an harz.
Yezhonierien zo a soñj dezho eo ar yezh-se ur c'hontinuom gant yezhoù all evel ar maninkeg.
Ar yezh-se a ne implij ket ar son 'r' a veze anvet 'Guérzé' padal gant ar c'hallaoued. Unan eus an nebeud yezhoù eus Afrika he deus bet he skritur dezhi krouet tro-dro 1930 gant Gbili Sanoyea ur penn-bras eus Liberia[2].
Desket e veze ar yezh-se gant ar vugale er skolioù kentañ derez tro-dro da N'Zérékoré dindan kentañ Republik Ginea (a-raok 1984)[3]. N'eo ket graet ken bremañ.