Ksenofon (Ξενοφῶν / Xenophōn) (430 kent Jk - 355 kent JK) zo ur skrivagner gresianek atenat, bet goprsoudard, ha pennbrezel.
An Anabasis ( Ἀνάβασις e gregach) eo e oberenn bouezusañ, seizh levrenn anezhi, savet war-dro -370.
Ganet e oa en Erchia en Attika. Mab e oa d'un den pinvidik anvet Gryllos. Arvar zo war bloaz e c'hanedigezh : war-dro -430 ma oa paotr yaouank e deroù an Anabasis ; met bloazioù all zo kinniget gant istorourien zo : -426, dre ma oa an oad izelañ evit kemer perzh en dro-vreze Lesbos, en -428/-427 hervez an istorourez Claude Mossé.
Daremprediñ a reas ar sofourien, en o zouez Prodikos e Tebai.