Iskevrennad eus | aozer bannoù-treset |
---|---|
Anv er yezh a orin | 漫画家 |
Stad | Japan |
Tachenn vicherel | Manga (bannoù-treset) |
Stumm gourel an dikedenn | mangaká, مانغاكا, mangaka, mangaka, manga kūrėjas |
Ger-ha-ger e talvez mangaka (漫画家 e sinaeg mànhuàjiā) : frank-tresadenn-a-vicher da lavaret eo un tresour a-vicher arbennikaet war an tresadennoù frank. Dre vras ez int tresourien mangaoù, ar bannoù-treset eus Japan.
Alies e c'houlenner ganto tresañ forzh pegement met ma ra berzh o mangaioù e c'hellont bezañ pinvidik-mor (uheloc'h e vez ar gwirioù-oberour eno eget en Europa). Brudet-tre e c'hellont bezañ ivez ma vez graet ur rumm skinwel diwar o manga.
Labourerien frank e vezont ha skoazellerien a vez ganto evit disammañ anezho eus al labour randonus. O red-micher a grog ganti da vat pa vezont skoazellet gant ur mangaka all just a-walc'h.