Graet e vez Mennonidi eus strolladoù kristen hag a zo izili eus kumuniezh an ilizoù advadezour hag anvet diwar anv ar Frizad Menno Simons (1496–1561) ; ul lodenn eus an Impalaeriezh Roman Santel e oa Friz d'ar mare-se. Dre e skridoù e roas Simons o stumm da gelennadurezhioù an diazezourien suis kentañ.
Kelennadurezhioù kentañ ar Vennonidi a oa diazezet war ur gredenn e kefridi ha ministrerezh Jezuz Krist a dalc'he an advadezourien gentañ start outi gant kalz a c'hred daoust d'an heskinerezh kement a-berzh stadoù katolik ha protestant. Kentoc'h eget emgannañ e oa gwelloc'h d'ar gredourien-se divroañ da vroioù ma oa an tiegezhioù a rene digoroc'h d'o c'hredenn diazez er vadeziant emskiant
A-hed ar bloavezhioù e teuas ar Vennonidi da vezañ gwelet evel an ilizoù peoc'hgarour istorel abalamour d'o emouestl e-keñver ar beoc'hgarouriezh[1].
E kevredigezh ar XXIañ kantved e weler ar Vennonidi evel ur strollad relijiel gant izili a-bep seurt orin hepken[2],[3] pe evel ur rummad etnek ha relijiel war un dro. Dael zo e-touez ar Vennonidi o-unan war ar c'hraf-mañ[4].
Un toullad istorourien ha sokiologourien a ra eus ar Vennonidi ur strollad etno-relijiel pa vez re all enep seurt sell[5]. Ar strolladoù mennoniat mirour a gaoze alamaneg Pennsylvania, alamaneg izel pe alamaneg Bern, ar pezh a glot mat gant termenadur ur strollad etnek met na ra ket strolladoù all digoroc'h pe tud bet gounezet er broioù o tiorren.
Bez' e oa war dro 2,1 milion a Advadezourien er bed e 2015, en o zouez Mennonidi, Amished, Breudeur Mennonat (Mennonite Brethren) hag un toullad strolladoù advadezour all hag a zo izili eus ar Mennonite World Conference.
Ne vev ket an holl Vennonidi en hevelep doare : kavout a reer kumuniezhioù "tud eeun" (plain people) ha reoù gwisket evel an dud all hag o vevañ en o-zouez. En Indez, Ethiopia, Kanada, Republik Demokratel Kongo hag er Stadoù-Unanet emañ ar rummadoù brasañ a Vennonidi.
Kumuniezhioù start zo en ur 87 bro bennak war ar c'hwec'h kevandir, pe strewet e-touez annezidi ar broioù-se. Bez' ez eus trevadennoù Mennonidi alamaneger en Arc'hantina, Belize, Bolivia[6], Brazil, Mec'hiko, Uruguay ha Paraguay[7]. Diskennidi strolladoù Mennonidi alamaneger a orin eus ur vro a zo bremañ en Ukraina int peurliesañ.
Un iliz vennonat vihan zo bepred en Izelvroioù, ma oa bet ganet Menno Simons.
Ar Mennonite Disaster Service[8], lec'hiet e Norzhamerika, a zegas sikour trumm ha war hir dermen pa vez korventennoù, dour-beuz ha gwallreuzioù all. Ar Mennonite Central Committee a zegas ivez sikour trumm er bed a-bezh pa vez gwallreuzioù, ha ren a ra raktresoù diorroadur e meur a vro.
Abaoe eil lodenn an XXvet kantved, un toullad strolladoù mennonat a vez engouestlet e stourmoù evit ar peoc'h hag ar justis sokial. Sikouret o deus da ziazezañ Christian Peacemaker Teams hag ar Mennonite Conciliation Service.