Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ:
En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs. Rak n'eo ked ret bout mezhekaet dirak an holl evit kaout mezh ; gallout a ra un den kaout mezh abalamour d'un dra anavezet gantañ e-unan hepken ivez.
Koulskoude, hervez bredoniourion zo, n'eo ket heñvel ar vezh a deu abalamour d'ar re all, hag ar spered kablus, a zo un dra a denn da goustiañs an den hepken.