Mizrac'hed

Ar Yuzevien Mizrac'h ((he) יהודי המִזְרָח‎; (ar) يهود مزراحي) pe Mizrahim ((he) מִזְרָחִים), a c'hellez ivez ober anezho Mizrachi (מִזְרָחִי), Edot HaMizrach ((he) עֲדוֹת-הַמִּזְרָח; "Kumuniezhioù ar Reter"; hebraeg mizrac'h : ʿEdot(h) Ha(m)Mizraḥ), pe Yuzevien ar Sav-Heol[1] zo diskennidi ar c'humuniezhioù yuzev a oa anezho en Henamzer er Reter-Nesañ hag Afrika an Norzh. Da gentañ e oa an anv "Mizrahim" un droidigezh en hebraeg eus Ostjuden, ul lavaren alamanek implijet evit an Achkenazed. A-raok ar bloavezhioù 1950 e oa anavezet ar c'humuniezhioù-se evel Yuzevien hepken (Yehoud en arabeg), a-raok ma oa bet roet an anv Mizrac'hed dezho gant uhelidi Israel, alies mat Ostjuden anezho o-unan, evit dispartiañ anezho diouzh ar sevenadurioù yuzev all.

  1. (en) Encyclopædia Britannica, « Mizrahi Jews ». Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020

Developed by StudentB