E mitologiezh Henegipt, Mout (ar vamm), an hini wregel, he deus engehentet C'honsou, doue al Loar, aroueziañ a ra ar vammelezh. Un doueez dañjerus eo rak en em dreuzfurmiñ a ra e leonez he skilfoù lemm. Doueez-gup su Henegipt eo ivez. Gouzout a ra ivez, dindan neuz ur gup, beilhañ war an dud ha reiñ buhez dezhe en-dro. Sellet e oa outi evel un doueez kentidik, liammet ouzh an dourioù zo ganet pep tra dioute.
E Triadenn Teba ez eo mamm C'honsou ha pried Amon. Neuz Sec'hmet he deus, met peurliesañ e vez taolennet evel ur vaouez koefet gant ar gurun wenn ha dibourc'hoù ur gup.
E-mesk titloù niverus Mout emañ "Mamm ar bed", "Lagad Ra", "Rouanez an doueezed", "Intron an neñv", "Mamm an doueed", ha "Homañ hag a ro ar vuhez, Met ne voe ket ganet gant hini".