Mozarab

Pajenn eus Beat Valladolid, ma weler an Apokalips (Xvet kantved)

Mozarabed (eus ar ger arabek musta’rib, مستعرب, "arabekaet") a veze lavaret eus ar gristenien a veve en douaroù muzulman al-Ándalus.

Er gevredigezh arab e oant dhimmi (ذمّي "nann muzulmat dindan gwarez ur Stad vuzulmat") evel ar yuzevien dre ma ne gredent ket en Islam ha laosket e vezent gant o sevenadur, o relijion hag o aozadurioù politikel dindan gwarez al lezenn. Un tailh avat a baeent, an djizîa (جزية "tailh paeet gant ar wazed en oad da vont da soudard, en eskemm ouzh o gwarez gant ar Stad"), evel digoll ouzh ar zakât (زَكَاة, "aluzon lezenn", trede piler an Islam), an aluzon ret da reiñ d'ar re baour, hervez gourc'hemennoù an Islam.


Developed by StudentB