Nakayoshi なかよし | |
---|---|
Nakayoshi niv. 1 • Kerzu 1954 | |
Bro | Japan |
Yezh | Japaneg |
Doare | Shōjo manga (rakembann) |
Embanner | Kōdansha |
Bukenn | Rakkrennardezed (9-12 vloaz) |
Mareadegezh | Miziek |
Moulladur | 89 125 skouerenn (Meurzh 2018) |
Internet | Nakayosi |
Nakayoshi (japaneg : なかよし) zo ur magazin manga shōjo embannet bep miz gant Kōdansha abaoe miz Kerzu 1954 evit ar rakkrennardezeded (9-12 vloaz). Rakembannet evez ar manga er Nakayoshi kent dont er-maez e stumm levrennoù.
Ment ul levr pellgomz zo dezhañ, ha gwerzhet e vez gant profoùigoù (boulomigoù, c'hoarioù, seier bihan, skritelloù, pegsunioù...).
E-kreiz ar bloavezhioù 1990 e kouste 400 yen ar skouerenn, evit war-dro 448 pajennad. D'ar mare-se e veze skignet war-dro 1 800 000 skouerenn bep miz.[1] E 2017 e veze skignet 87 000 skouerenn[2].
Er bloavezhioù 1990 e tivizas ar pennskrivagner, Yoshio Irie e anv, liesaat ar pezh a veze er magazin : ouzhpenn istorioù karantez e lakaas embann istorioù faltazi evel Sailor Moon. Er memes mare e voe divizet liammañ ar magazin ouzh tresadennoù-bev.[1]