Navac'hoeg (Diné bizaad) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Stadoù Unanet |
Rannved : | Arizona, Utah, New Mexico, Colorado |
Komzet gant : | 171 000 (2007) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù na-dene
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | nv |
ISO 639-2 | nav |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | NAV |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh na-dene eo an navac'hoeg (diné bizaad) komzet gant ouzhpenn 170 000 den (Navac'hoed) evel yezh kentañ e mervent ar Stadoù-Unanet. Isrenket e vez e-touez yezhoù atabaskek ar su komzet dreist-holl e gwalarn Kanada hag Alaska. N'eus yezh ebet all komzet gant ur bobl-orin eus ar Stadoù-Unanet gant muioc'h a dud a ra ganti evit an navac'hoeg hag o vont war gresk emañ a niver a dud barrek warni.
Implijet e voe an navac'hoeg evel yezh kuzh e-pad an Eil Brezel-bed.
Ur yezh liessintetezelek eo an navac'hoeg hag pouezusoc'h a-bell ec'h eo ar verboù evit an anvioù-kadarn.