An Ordovisian a zo an eil eus c'hwec'h marevezh ar paleozoeg. Dont a ra war-lerc'h ar c'hambrian hag heuliet eo gant ar silurian. Tennañ a ra e anv da veuriad brezhon an Ordovices. E 1879 e voe termenet gant Charles Lapworth da ziskoulmañ un dizemglev etre Adam Sedgwick ha Roderick Murchison a lakae an hevelep gwiskad reier eus Kembre er c'hambrian hag er Silurian. Anavezout a reas e oa disheñvel fosiloù ar maread-se eus re ar c'hambrian hag ar silurian, ha kinnig a reas ur marevezh ispisial evito. E 1906 e voe degemeret an anvadur-se gant ar C'hendalc'h Douarouriezh Etrevroadel.
Kavout a reer e gwiskadoù an Ordovisian pourvezioù bras eoul-maen ha gaz naturel e lodennoù zo eus ar bed. Klotañ a ra gant ur prantad ma'z eas ar meurvor bras hag aergelc'h an Douar war yenaat, e-keit ha ma kreske ar vevliesseurted war an Douar forzh pegement.