Panay zo unan eus inizi Filipinez, e kornôg enezeg Visayas. Emañ er gevred da enez Mindoro hag er gwalarn da enez Negros. Er mervent dezhi emañ Mor Sulu.
En em astenn a ra war ur gorread a 11 514 km² ha poblet eo gant 3,5 milion a dud (e 2000). Iloilo eo ar gêr vrasañ.
Menezioù zo en tu kornôg d'an enezenn, gant ar menez uhelañ o sevel 2 180 metr a-us live ar mor.