Ar payada (en Arc'hantina, Uruguay, kreisteiz Brazil ha darn eus Paraguay), pe paya (en Chile) eo anv an arz ma weler un den, ar payador, o werzaouiñ hag o kanañ un istor, e dekgwerzennoù anvet decimas, war ar prim. Pa vez daou o kanañ e vez laret «contrapunto». Pep payador a rank respont da c'houlennoù ar payador all, hag ober goulennoù all outañ. Tennañ a reont d'an disputoù brezhonek a veze poent zo bet, pa oa c'hoazh brezhonegerien savet er yezh war ar maez, ha dreist-hol d'ar bertsolarismo en Euskadi.
Ar payadas a bad eurvezhioù, a-wechoù devezhioù. An doare sonerezh implijet eo ar cifra hag ar milonga.