Pessinos

Pessinos (Pessinus e latin), a oa ur gêr eus Galatia, en Henamzer, e bro ar c'h-GalatedTektosaged, Kelted diwar kadourien an Ergerzhadeg Veur.

Edo war lez ar stêr Sangarios, er c'hornôg da c'h- Gordion. Hiziv eo anvet Balhisar, e proviñs Eskişehir, e Turki.

Hervez ar vojenn e oa kêrbenn ar roue Midas en doa renet war Frigia. Hervez kont e oa bet diazezet er bloavezhioù 700 kent JK.

Brudet e oa eno

  • templ Kibele, a oa ennañ ur bétyle eus an doueez, a veze kontet da vezañ kouezhet eus an oabl,
  • bez Attis.

E 205 kent JK e voe divizet gant ar Romaned lakaat enoriñ Kibele, doueez Pessinus, e Roma, evit kaout he skoazell e-pad ar brezel ouzh Hannibal.

Delwenn Kibele a zo bet kaset da Rom war un lestr savet gant koad pin. Ar pin a zo ar wezhenn-totem (!) Kibele

Gouarnet e oa gant beleien. Diwezhañ savadurioù a chome eus an Henamzer a voe distrujet en XIXvet kantved. Abaoe 1967 ez eus hendraourien eus Skol-Veur Gent, e belgia, o turiañ douar. Kavet o deus templ kozh Kibele ha kalz savadurioù arall, c'hoariva ha kibelldioù.


Developed by StudentB