Ar Rozenn-Groaz zo ur gevredigezh kuzh prederouriezhel, a vije bet savet e diwezh ar grennamzer e Bro-Alamagn, war a lavarer, gant Christian Rosenkreuz. E gelennadurezh pe doueoniezh "savet war gwirionezioù ezoterek eus an amzer gozh", "kuzhet diouzh an den pemdez, a ro un damsell eus an natur, ar bed fizikel hag ar rouantelezh speredel[1]." Arouez ar Rozenn-Groaz eo kroaz he rozenn.
Etre 1607 ha 1616 e oa embannet daou vanifesto, da gentañ e Bro-Alamagn ha diwezhatoc'h en Europa a-bezh[2] : Ar Fama Fraternitatis RC (brud breudeuriezh RC) ha Confessio Fraternitatis (kofez breuriezh RC). Levezon ar skridoù-se, kinniget gante un "urzh meulus-kenañ" a zoktored-prederourien-kevrinourien hag a laboure evit un "adreizhadenn hollek eus Mab-den". Lakaat a reas da ziwan ur birvilh anvet gant e istorourez, Frances Yates, "sklêrijennadur ar Rozenn-Groaz"[3]
Liammet e oa muioc'h ar Rozenn-Groaz gant ar brotestantiezh evit gant ar gatoligiezh ha dreist-holl, e oa liammet a-dost gant al luteregezh[4]. Hervez an istorour David Stevenson e levezonas ivez ar Frañmasonerezh pa oa o tiwanañ e Bro-Skos[4]. E-doug ar c'hantvedoù da c'houde ec'h embannas kalz kevredigezhioù ezoterek e teue o c'helennadurezh, penn-da-benn pe evit darn hepken, eus ar Rozenngroazidi gentañ. Meur a gevredigezh vodern, deiziadet gante deroù an urzh e kantvedoù abretoc'h, a zo bet savet da studiañ ar Rozenn-Groaz hag an danvezioù kar.