Kentañ lizherenn warn-ugent meur a abjad semitek eo shin (dant), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ש), siriek () hag arabek (ﺵ). Renket e vez en 12vet plas hervez an urzh a-vremañ en arabeg.
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm ouzh daou zant.
Distaget e vez (LFE) [ʃ].
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek sigma Σ, estruskek , latin S ha kirillek Ш.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 300.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |