Sidford

Sidford zo ur gêrig e Bro-Saoz, e Devon, war ar stêr Sid hag a red a-hed 10,5 km betek tizhout Mor Breizh e Sidmouth, etre Exmouth ha Lyme Regis. Ar stêr Sid a ro he anv da Sidbury (= bourg, pe kreñvlec'h war ar Sid), da Sidford (= roudour war ar Sid), ha da Sidmouth (= genoù ar Sid). Hervez Rivet & Smith e oa eno un annezadenn roman anvet Moridunum ː Itinerarium Antonini 4837 (Iter XII) ː Muriduno Itinerarium Antonini 48616 (Iter XV) ː Moriduno Dizanv Ravenna 1062 ː Melamoni; 1064 ː Milidunum; 1069 ː Moridunum; 10613 Moriono Tabula Peutigeriana ː Ridumo Talvezout a rafe an anv Moridunum kement hag "ar c'hreñvlec'h (*-dunum) e-kichen ar mor (*mori-)". Dre an aer (Google Earth) e vez gwelet ur park kelc'hiek nepell a-us Sidbury, er pezh a zo war a seblant ur c'hember bihan. Evel-just, ar Moridunum-se n'eo ket ar memes hini hag hini Bro-Gembre.


Developed by StudentB