Ar subduktadur[1] pe islinkadur[2] zo un argerzh geologek hag a adkelc'h litosferenn ar meurvorioù e-barzh mantell an Douar el lec'h ma tosta bevenn ar plakennoù tektonek an eil ouzh eben. Pa'n em gav litosferenn okeanek ur blakenn dektonek gant litosferenn un eil plakenn ha n'eo ket ken fetis an danvez anezhi, ar blakenn bounnerañ a sank dindan an eil e-barzh mantell an Douar. Ul lec'h ma c'hoarvez an argerzh-se zo anvet un takad subduktadur. Argerzh ar subduktadur en deus krouet ar pep brasañ eus kreunenn kevandirioù an Douar[3]. Muzuliet e vez ar feurioù subduktadur e kantimetr dre vloaz, gant ur feur keitat zo etre daou hag eizh kantimetr bep bloaz a-hed ar pep brasañ eus ar bevennoù plakennoù[4].
Gallout a ra ar subduktadur c'hoarvezout abalamour ma'z eo un tamm fetisoc'h litosferenn yen ha reut ar meurvorioù evit an astenosferenn tomm ha gwak zo dindani. Ur wezh kroget e kendalc'h ar subduktadur en un doare stabil dreist-holl abalamour da flodusted fall al litosferenn fetis o sankañ er vantell. Sankañ a ra abalamour d'he fouez dreist-holl[5]. Peurliesañ e vez ur blakenn okeanek hag a sank dindan ur blakenn kevandirel pe ur blakenn okeanek yaouankoc'h.
C'hoarvez a ra krenoù-douar alies hed-ha-hed an takadoù subduktadur, ha liñvennoù laosket da vont gant ar blakenn o sankañ a atiz ar volkanouriezh er blakenn a-us. Pa sank ar blakenn hervez ur c'horn skouer, ar blakenn a-us a ziorren ur gouriz distummadurioù geologel : ar greunenn a deva, menezioù a gresk, ha metamorfegezh zo. Pa sank hervez ur c'horn sershoc'h e stumm diazadoù kilstourm zoken[6].