An Tavoez (Afon Tafwys e kembraeg; Thames e saozneg) zo ur stêr hag a red a-hed 346 km e kreisteiz Bro-Saoz eus ar c'hornôg war-du ar reter. Bez' ez eo unan eus ar brasañ hentoù dre zour er vro. Daoust ma'z eo anavezet dreist-holl abalamour ma treuz kreiz kêr Londrez e red ar stêr dre meur a gêr vras all ivez, en o mesk Oxford, Reading ha Windsor. Stêr hirañ penn-da-benn e Bro-Saoz eo, hag an eil eus Breizh-Veur goude an Havren. Dinaou a ra e Mor an Norzh. Roet he deus hec'h anv da draoñienn an Tavoez, un takad eus Bro-Saoz a-bep tu d'ar ster etre Oxford ha kornôg Londrez, ha d'an Thames Gateway, al lodenn eus ar stêr ma sav al lanv hag aber an Tavoez e reter Londrez.
Developed by StudentB