Tezcatlipoca

Tezcatlipoca er C'hodex Borgia

Tezcatlipoca (Tezcatlipōca e nahouatleg klasel /teskatɬiˈpoːka/) a oa unan eus doueed pennañ an Azteked. Unan eus pevar mab Ometecuhtli ha Omecihuatl e oa. Doue ar brovidañs eo. Liammet eo ouzh a bep seurt meiziadoù, en o mesk an oabl diouzh an noz, avelioù an noz, ar barroù-korc'hwezh, an norzh, an douar, an obsidian, an eneberezh, an dizunvaniezh, ar riegezh, an divinerezh, an temptadur, ar jagoared, ar sorserezh, ar gaerded, ar brezel, hag ar stourm etre an dud. Troet e vez e anv alies e nahouatleg gant "Melezour a zivoged"[1] abalamour d'e liamm ouzh an obsidian, an danvez a dalveze da sevel melezourioù e Mezoamerika hag a veze implijet evit lidoù chamanek hag an diouganerezh[2]. Un tilsam all liammet ouzh Tezcatlipoca a oa ur c'hant douget war ar bruched. Kizellet e oa an tilsam-se e krogenn un ourmelenn ha gwelet e vez war brusk Huitzilopochtli ha Tezcatlipoca e skeudennoù ar c'hodices[3][4]. An Toxcatl, lidet e miz Mae, e oa e ouel pennañ.

Kalz anvioù all en deus zo deuet eus tuioù disheñvel e zoueelezh : Titlacauan ("E sklaved omp"), Ipalnemoani ("Hemañ a laka ac'hanom da vevañ"), Necoc Yaotl ("Enebour an daou du"), Tloque Nahuaque ("Aotrou ar pezh zo tost ha nes") ha Yohualli Èhecatl ("Noz, Avel"), Ome Acatl[5] ("Div raosklenn"), Ilhuicahua Tlalticpaque ("Perc'henn an oabl hag an Douar")[6].

Da gustum e vez treset gant ur merk du ha melen livet a-dreuz e zremm. Diskouezet e vez alies gant ur melezour obsidian, un askorn pe un naer, e-lec'h e droad dehou, rak er mojennoù diwar-benn krouidigezh ar bed e koll e droad oc'h en em gannañ ouzh euzhvil an Douar. A-wezhioù e veze diskouezet ar melezour war e vrusk, hag a-wezhioù e save moged diwarnañ. nagual Tezcatlipoca e oa ar jagoar ha dindan stumm ar jagoar e oa an doue Tepeyollotl ("Kalon menez"). E kalander an Azteked, an Tonalpohualli e oa patrom an trecena 1 Ocelotl ("1 Jagoar"). Patrom an deizioù a zouge an anv Acatl ("raosklenn") e oa ivez[7].

  1. Evit un diviz diwar-benn an doareoù da zisplegañ anv Tezcatlipoca, lenn Olivier (2003) pp. 14-15.
  2. See and Be Seen: ('Smoking') Mirrors. Mexicolore.co.uk (2013-04-16).
  3. Personified knives. www.mexicolore.co.uk.
  4. [1] Patrom:Webarchive
  5. Dont a ra an anv-se eus deizad e zeiz-ha-bloaz hervez kalander an Azteked. "Div raosklenn", zo kentañ devezh ar bloaz ivez evit an Azteked. Skrivet eo Omecatl a-wezhioù
  6. Evit ur renabl eus anvioù Tezcatlipoca hag o ster, lenn Olivier (2003) pennad 1.
  7. Taube & Miller 1993 p. 164

Developed by StudentB