Thule

E Carta marina Olaus Magnus, 1539, emañ Tile er gwalarn da Orkney hag er mervent da Inizi Faero, etre un "euzhvil bet gwelet e 1537", ur balum hag ur skoazog
War an enez e lenner "30 000 a dud pe vuioc'h zo en enez-mañ" hag "Amañ emañ annez aotrou an enez"

Thule (henc'hresianeg : Θούλη Thoúlē, latin : Thūlē, ha Tile a-wezhioù) eo al lec'h hanternozelañ, "un enez diresis a zo bevenn hanternozel ar bed anavezet", a zo meneget e lennegezh ha kartennouriezh Henc'hres ha Henroma[1].

Ultima Thule, a zo latin evit "Thule pellañ", eo an anv a veze implijet e lennegezh klasel an Henamzer hag ar Grennamzer evit komz eus forzh pe lec'h a vefe en tu all da harzoù ar bed anavezet, pelloc'h c'hoazh eget Thule neuze[2],[3].

  1. (la) (fr) 'Dictionnaire Gaffiot latin-(1934). Kavet : 02 Kerzu 2021.
  2. (la) Vergilius, 'Georgicon, I, 30. Kavet : 02 Kerzu 2021.
  3. (en) Nieves, Herrero & Roseman, Sharon R. The Tourism Imaginary and Pilgrimages to the Edges of the World. Bristol : Channel View Publications, 2015 (ISBN 9781845415235)

Developed by StudentB