Tierniezh ar Btolemeed, (henc'hresianeg : Πτολεμαῖοι, anvet ivez a-wezhioù al Lagided, eus an henc'hresianeg : Λαγίδαι, diwar anv tad Ptolemaios Iañ, Lagus) a oa un dierniezh rouanez c'hresian[1],[2],[3],[4] a rene war impalaeriezh Henegipt e-pad ar prantad hellenistek. 275 vloaz e padas o zierniezh, eus 305 kent JK da 30 kent JK. An 32vet ha diwezhañ tierniezh eus Henegipt e oa
Ptolemaios, unan eus ar seizh "somatofilakes" (gwarded-korf) a oa jeneraled ha kannaded Aleksandr veur, a oa anvet satrap Egipt goude marv Aleksandr e 323 kent JK. E 305 kent JK, e kurunas anezhañ e-unan Roue, dindan an anv a Btoleme Iañ, lesanvet diwezhatoc'h "Soter" (savetaer). Degemeret e oa buan ar Btolemeed evel warlerc'hidi ar faraoned. Ren a reas an dierniezh war Egipt betek aloubadeg ar Romaned e 30 kent JK.
Kemeret e oa an anv Ptolemaios gant renerien val an dierniezh. Ar rouanezed, a oa lod anezhe c'hoarezed o fried, diouzh giz Faraoned Henegipt, a veze anvet da gustum Kleopatra, Arsinoe pe Berenis. An hini vrudetañ eus an dierniezh eo an diwezhañ rouanez, Kleopatra VII, anavet evit he ferzh er brezel etre Julius Caesar ha Pompeius, ha diwezhatoc'h etre Octavius ha Marcus Antonius. En em lazhañ a reas pa oa aloubet he bro gant ar Romaned.